Diwar-benn ar Pennospital
Kinnig a ra Pennospital Bro Montroulez a bep seurt servijoù mezegel ha surjianerezh. Aveadurioù avremañ hag efedus zo ennañ azasaet ouzh an damantiñ hirie an deiz. Diouzh hoc'h ezhommoù e c'hellit bezañ degemeret e servij an trummadoù, e servij ar c'huzuliadennoù mezegel, evit un ospitaladur klok pe war an deiz.
Peursur ez eo an damantiñ e Pennospital Bro Montroulez gant e servij advevaat, e servij degemer evit trummadoù hag e vloc'h-oberata digor noz-deiz.
Troet da vat eo hirie an deiz ar Pennospital war-zu an dazont. Lakaat a ra e kerz e bratikoù ur vezegiezh arbennikaet, ur surjianerezh skañvoc'h ha na zebr ket kement ar spered, un degemer tud war an oad diouzh o ezhommoù, ur bsikiatriezh ma na vez ket dalc'het kloz an dud hag ul leurenn deknikel nevesaet ingal (skanner, IRM...). Bez' e labour ar Pennospital war enklaskoù klinikel mezegel ha lezvezegel. Kement-mañ a ro tu d'ar pratikoù da dennañ gounid eus an nevezadennoù yac'hadel diwezhañ.
Bez' emañ ar Pennospital, staliet war daou lec'h, gant ur skipailh mezegel liesseurt e-tro 140 a vedisined ennañ ha 1 200 gwele ha plas pe-se.
Arbennigiezhioù ar Pennospital
Trummadoù :
Surjianerezh :
- An treizhañ
- Ar gwazhied
- Troazhadourel
- Ortopedek ha traomatologel
- Ginekologek
- ORL
- Odontologek (dentour)
Maouezed – Mammoù – Bugale :
- Ginekologiezh
- Gwiliouderezh - amiegouriezh
- Pediatriezh ha nevezc'hanouriezh
- Psikiatriezh ar vugale
- Kreizenn steuñviñ genel ha desevel ar familhoù
Mezegiezh :
- Mezegiezh diabarzh
- Gwadouriezh / Krankouriezh
- Remmouriezh
- Diabetouriezh-Endokrinologiezh-Mezhuroniezh
- Neurologiezh
- Kroc'henouriezh
- Kalonouriezh
- Gastro-entero-hepatologiezh
- Pneumologiezh
- Mezegiezh ar re gozh
- Mezegiezh ar sport
- Advevaat liesdiskiblezh
- Anesteziezh
- Prederioù heuliañ hag azgouestaat – Advarrekaat ar c'horf
- Advarrekaat an analañ
- ORL
- Odontologiezh
- Lagadouriezh
Psikiatriezh :
- Tud deuet
- Bugale ha krennarded
- Adiktologiezh
- Gerontologiezh
- Terapiezh ar familhoù
- Dizuañ sokial
DIWALLIT – NA LAOSKIT KET WAR HO LERC'H
- Paperioù identelezh (kartenn-anv, paseporzh, kartenn-annez, aotre-bleniañ)
- Kartenn an asurañs yec'hed europat (m'ho peus unan)
Pennospital Bro Montroulez
15, ru Kersaint Gilly
BP 97237 6 29672 MONTROULEZ Cedex
02 98 62 61 60
Hon delec'hiañ war ar gartenn (tresad ha mont di)
Page traduite par l'Association Kerne-Leon-Treger.